Kanañ

KINNIG

Kan en dañs, kanañ war an hent, abadennoù, tavarn, disput kanet, stajoù … e Gouel ar C’han Hengounel e Bovel e c’heller rannañ e veaj gant kanerezed ha kanerien a bep oad , deuet eus Breizh-Uhel ha Breizh-Izel, eus korn-broioù all, Poatev, Normandi pe bro-Arvern da skouer, met eus kornioù all ar bed ivez. Menegomp amañ Bro-Skos, Bro-Gebek, Aodoù-an-Olifant, Palestina, Kurdistan… E kalon ar gouel emañ ar youl da dreuzkas, ha deskiñ diwar glevet, hag evit-se e ranker doujañ ouzh un nebeut reolennoù : kalonekaat an dreizherezed ha treizherien soñjoù bet kejet ganto da vare an dastum, kas war-raok an emgavioù tre rummadoù ha sevenadurioù, dre holl doareoù ar c’han hengounel, en holl degouezhioù. Pe e vefe ar c’han da zañsal,da vale,kanaouennoù ouzh taol pe gwerzioù…

N’eo ket dre zegouezh ma oa bet dibabet Bovel, kumun vihan mervent Il-ha-Gwilen, er bloaz 1996. Krog e oa an dastumadennoù eno, ha peurvat e oa an ardremez war ar maez don koulz hag ar sal lies-implij, ha c’hwek ha disoursi degemer skipailh an ti-kêr war bep tachenn.

Dav eo menegiñ ouzhpenn da-se eo bet liammet Gouel ar C’han gant diorren beilhadegoù miziek e Bovel, e mod tavarnioù. E mod-de eo bet broudet arvesterien ar gouel da zont ingal. Ha gwriziennet ivez ar gouel en ur lakaat tud ar vro da zont, ha lakaat war-wel n’eo ket dav bout arbennikaet war ar c’han, na zoken gwrac’h gant hengoun Breizh, rak un glad a-berzh hor mammoù hag hon tadoù, hon tud-kozh ha tud-ioù.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« MERSI BRAS ha GOURC’HEMENNOÙ ur wech c’hoazh evit ho tegemer hag evit ur roll abadennoù eus ar c’hentañ ! Emichañs e c’hellin dont en-dro buan ! »

« Mantrus eo memestra pa ranker ober un dibab etre kement a stajoù fiskal ! »

« Lakait da c’houzout. Ur gouel eus ar c’hentañ troc’h tro-dro d’ar c’han e forzh peseurt doare …Dalvez ‘ra ar boan tremen dre Vovel. »

« E Chapel-ar-Veuzid e oan o chom, e lec’h all emaon… cheñch a ra ar vuhez ! Trugarez evit an amzer vat am eus tremenet e Bovel : dañset em eus, kanet em eus ha kejadennoù deus ar c’hentañ am eus graet. »

  • Fête du chant traditionnel de Bovel 12
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 11
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 10
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 9
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 8
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 7
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 6
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 5
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 4
  • Fête du chant traditionnel de Bovel 3