« Ur sell araogour war ar gallaoueg a glaskomp kaout. Arabat kevreañ an dud tro-dro d’ur vennozh a dalvfe kement ha lavarout : « Sellit pegen plouk e oac’h pa gomzec’h gallaoueg ! » Fellout a ra deomp prouiñ e c’haller lavarout ha skrivañ traoù brav-tre e gallaoueg. »
Den a-youl vat er gevredigezh Bertègn Galèzz, skourr Lambal – Sant-Brieg
Ar gallaoueg ? « Un trefoedaj peizant ! » a lavare un deiz ur politikour da Lydie Micault, kenurzhierez Bertègn Galèzz. E-kerzh ar bloavezhioù 90 e oa, a-raok ma ne vefe anzavet an deiryezhegezh galleg, brezhoneg, gallaoueg gant Rannvro Breizh.
« En 1 eo bet ganet ma mamm-gozh, en 4 ma zad-kozh. Kroget ‘m eus d’en em soñjal war ar fed e lavare an dud-se, ha ne oant ket brezhonegerien anezhe, ne gomzent ket ar galleg reizh » a zispleg Nicolas Beurrier, a-orin deus norzh Aodoù-an-Arvor, den a-youl vat er gevredigezh Bertègn Galèzz. « En em soñjal a raen war petra a oa ar yezh-se, hini Francine, ma amezegez a oare displegañ an amzer dremenet strizh en un doare drol en ur grediñ e komze ur galleg distummet a raen trefoedaj anezhañ ».
E penn kentañ ar bloavezhioù 2000 e tost an den yaouank, deuet da vezañ studier e Roazhon, ouzh Bertègn Galèzz, aozerez ur c’hendiviz diwar-benn ar yezhoù minorel. An dro evitañ d’en em soñjal war al lec’h roet d’ar c’hallaouegerien·ezed : : « En tu all d’al lodenn skiantel e kave din e oa pouezus kinnig ur programm poblek, o talvoudekaat ar yezh-se ».
E Roazhon e lañs an dud a-youl vat ar festival Mil Goul. Kinnig a ra kejadennoù ha nozvezhioù fest war diazad Roazhon. E norzh Aodoù-an-Arvor, war e lodenn reter, e kevred Nicolas Beurrier e-touez Bertègn Galèzz ur c’henstrollad a lak mein kentañ un intrudu kevredigezhel. « En 2003 hon eus lakaet e plas ar Gallo en scène kentañ gant ur strollad c’hoariva ha ne gomze ket gallaoueg, met dedennet gant sevenadurezh Breizh. » Ha berzh en deus graet : « Gwelout an dud o vont e-maez o zi evit selaou gallaoueg a roe kalon deomp ».
En em aozet eo ar skourr Lambal – Sant-Brieg eus Bertègn Galèzz abaoe an embannadur kentañ-se. « Dibabet hon eus kinnig embannadurioù baleant evit Gallo en scène, e kevelerezh gant ur gevredigezh lec’hel. Krouiñ a ra intrudu all ha reiñ a ra c’hoant d’an dud a-youl vat kemer perzh ganeomp » a zispleg Nicolas Beurrier. Hag eñ ha lavarout pegen pouezus eo ar renerezh a-stroll er c’henstrollad, un tregontad den a-youl vat ennañ hag ur strolladig mennet start da ziskouez pegen engouestlet int evit kinnig bep bloaz un embannadur nevez deus ar festival.
« Talvoudekaat ar gallaoueg hag ar c’hallaouegerien·ezed eo hol linenn-stur, gant c’hwec’h pe seizh strollad lec’hel pedet. Strizh omp war an danvez. Krouadennoù a-vremañ ha poblek a ginnigomp, e doare ar c’hoariva boulouard ha digor d’an holl » a zispleg Nicolas Beurrier. Lakaat c’hoantoù da ziwan eo ar mennozh, evel re ar strollad Hillion hag en deus ebarzhet ur pezh e gallaoueg en e roll-pezhioù bloaziek
A embannadur da embannadur e weler o tont war wel ahelioù lies hag ur rouedad war an tiriad. Ul leitmotiv : « Ra vo perc’hennet ar gallaoueg gant an arvesterien ha ra ‘z aent da yezherien. »Da skouer e vez pedet meur a wech bep miz an annezidi da zont da selaou an abadennoù gaouiardaj en ur evañ ur banne digor-kalon pe e kaozeadennoù.A-hend-all, ul lec’h dibar, un nozvezh gaouiardaj a zo digor d’an izili a fell dezhe pleustriñ war an arz-se.
Skouer all : an dud a-youl vat o deus lusket un droiad jubennerezh e gallaoueg, e Briqueterie Langaeg, un dachenn virdiografek evit dizoleiñ obererezhioù mab-den e bae Sant-Brieg. « Labouret hon eus war an droidigezh e gallaoueg, un doare da lakaat anaoudegezh ar yezh da vont war-raok ». Ur boelladenn bleustrek ha kevreer !
Ur pikol klaoustre a chom, a zispleg Nicolas Beurrier : kenderc’hel gant ar stummañ hag an treuzkas graet gant Bertègn Galèzz evit stummañ yezherien nevez. « Torret eo an treuzkas er familhoù, amañ emañ ar frailh. Ha p’eo bro Lambal ur vro brientek e-lec’h ma c’hall ar vugale klevet gallaoueg, met ur vinorelezh eo ».
E gwirionez eo ret klevout ha lenn evit gallaouegañ. En abeg da-se e produ ar gevredigezh abadennoù skingomz gant kronikennoù ha kejadennoù. Ober a ra ivez war-dro sinadur ar garta hag al label Du gallo, dam yan, dam ver pe « Gallaoueg, ya, evel-just ! » evit ar strollegezhioù pe an embregerezhioù ha kevredigezhioù. « Gant al label-se e vez soutenet intrudu ar re a striv evit ebarzhiñ ar gallaoueg en o buhez pemdeziek »eme Lydie Micault.
« Ouzhpenn da-se, emezi, hon eus digoret L’Otè du Galo, ur greizenn danvezioù diwar-benn ar gallaoueg hag ar sevenadur gallaouek. Enni ez eus ur font teulioù dibar e Breizh, hini Bertègn Galèzz diouzh un tu, yezhel, sokio-yezhel ha lennegel, ha diouzh un tu all, hini La Bouèze, war ar sonerezh hag an etnografiezh ». Ar gomzerien o deus ur c’horpus geriadurel gallaouek stlennekaet, ouzhpenn 100 000 ger ennañ : Le Tènzou du Galo, Teñzor ar Gallaoueg. Ul labour bodañ geriaouegoù bet embannet war meur a zekvloaziad ha frouezh labourioù kalzig tud entanet ganti.
Pet hent bet toullet abaoe an areizh bet embannet e 1976 e rubrikenn Courrier lenner ar gazetenn Ouest-France, gant an Dinanez Marie Dequé a oa trechalet o welout ar gallaoueg o vont da get ! Diwar hec’h intrudu eo bet ganet ar strollad Les amis du parler gallo. Ul luskad kemeret en-dro gant Gilles Morin er gevredigezh Bertègn Galèzz. Hiziv e chom bresk al luskad a c’houlenn bezañ kreñvaet.
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016