« Gant an UNESCO eo bet lakaet eo ar C’hallaoueg e-touez ar yezhoù en arvar bras da vont da get », eme skipailh aozerien Assembllées Galèzes. Abaoe un tregont vloaz bennak e vez dalc’het ar gouel war ar maez-se, ur sizhunvezh gouestlet da sevenadur Breizh e Gallaoueg . « Un darvoud a zo e bal kreñvaat ha pinvidikaat implij ar yezh gant pep hini, ha reiñ ar startijenn a ranker kaout evit derc’hel bev ur yezh », eme ar skipailh. Ha da ouzhpennañ : « Ur prantad a zeskadurezh pobl hag a dreuzkas ar sevenadur e Breizh-Uhel ».
E kalon an emvodoù-se emañ ar pemzek staj bennak o vodañ ur c’hant bennak a stajidi war c’hwec’h devezh en ur soubidigezh sevenadurel.
Un dibarded all, pour lés garçailles, evit ar vugale : an degemer e kreizennoù vakañsoù ha kreizennoù dudi evit ar re yaouankañ, gant ur c’hamp divyezhek Gallaoueg Galleg. Dre ar c’hoarioù e c’hellont ober anaoudegezh gant ar c’hoadoù, deskiñ ober kanoe pe diskenn an Eler war ganoe, deskiñ sevel un tantad er c’hoadoù, setu ar Gallaoueg e bed ar c’hoarioù, e hini an eztaoliñ dre gomz, dre ar c’hontadennoù, an dañs hag ar c’han, ar sevel pezhioù c’hoari.
E berr gomzoù : « Les Assembllées Galèzes sont un rend’ous conséqent de la qhulture galèze. Conme à l’amouë, tout eune verdée d’estaijes de muziq, chant, danse seront menës ! »
Un emgav a-bouez evit ar sevenadur e Gallaoueg eo Gouel ar Gallaoueg. Evel boaz e vez aozet e-leizh a stajoù sonerezh, kan ha dañs.
« Setu pezh eo gouel bro-C’hallo evidon : deskiñ, lodenniñ ha treuzkas d’e dro. Kanañ, c’hoari, dañsal ha bezañ fromet gant un danvez sevenadurel ken stank ha soutil, skrijus a-wechoù, fentus gwechoù all, fromus bepred. A-benn ar fin ez eo eskemm ha krouiñ liammoù gant tud yaouankoc’h ha gant tud koshoc’h, gant mignoniezh ha gant ar blijadur bezañ asambles, ken aes a-se. »
« E berr gomzoù ez eo niverus an abegoù a gaver evit kaout c’hoant dont en-dro bep bloaz da dremen ur sizhunvezh ne vo ket ankouaet, pa chom a-sav rod an amzer… »