Fest Noz

KINNIG

Bodad Bourc’h-Baz a zo un heuliad d’ar vanifestadeg vras a oa bet aozet e 1883, d’ur c’houlz ma ne veze ket douget ken gwiskamant ar baluderien gant tud ar vro, eme an aozerien. Hag e tisplegont : « A-hervez, an hañvourien a feurme ar gwiskamant evit ur gwenneg bennak hag ez aozent un abadenn vras ». Blaz ha liv an hengoun pobl a zo bev bepred en tiegezhioù a rumm da rumm, gant ur gwiskamant pe hep hini ebet met gant sonerezh, kanaouennoù ha dañsoù e-leizh eus gourenez Gwenrann. Un digarez eo ar c’henstrivadegoù hag an trofeoù, dibabet e-touez kampionadoù a bep seurt e Breizh da zizoleiñ tud nevez donezonet pe vefent sonerien, kanerien, taboulinerien pe dañserien.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Pell goude ’vez tavet kan ha c’hoarzhadeg ha klozet ar binvioù e biseier pe e seier a bep seurt, e komzer c’hoazh gant entan eus Bodad diwezhañ Bourc’h-Baz (…) »

« Arsa, godinette ’vez ivez e Baz ? Keloù mat ! »

«  Trugarez vras evit bezañ aozet un dibenn-sizhun ken dispar !  »

  • Assemblée du bourg de Batz 2017
  • Assemblée du bourg de Batz Soirée Cabaret du vendredi
  • Assemblée du bourg de Batz 2
  • Assemblée du bourg de Batz - Concours Duo libre
  • Assemblée du bourg de Batz
  • Assemblée du bourg de Batz