Fest Noz

KINNIG

« E penn-kentañ an 20vet kantved, p’eo c’hoarvezet d’ ar sardin, pinvidigezh pennañ ekonomiezh bro Konk Kerne, o rouesaat, eo bet lakaet en dienez meur a familh er vro. Divizet e oa bet neuze gant pennoù bras hag arzourien ‘zo aozañ ur gouel a vadobererezh evit skoazellañ anezho : « Gouel ar Rouedoù Glas », evel m’eo displeget gant ar skipailh aozerien.

Tamm-ha-tamm eo emdroet ar gouel evit dont da vezañ unan eus brasañ gouel hengounel poblek e Breizh : ur gouel hag un dastumad sevenadur ha glad ar vro. « Ur gouel evit an holl familhoù eo, laouen, lorc’h en he gwrizioù ha troet war-zu an dazont koulskoude, lec’h ma renter enor d’an dañsoù, d’ar sonerezh, d’ar gwiskamantoù », eme aozerien an darvoud. Plas a zo roet, koulskoude, « d’ar c’hrouidigezhioù, d’an eskemmoù sevenadurel, d’an arzourien yaouank, arouezioù ur sevenadur bev, yac’h ha buhezek ». Ha didro e ouzhpenn an aozourien : «Lorc’h zo ennomp eus hon gwrizioù,eus orin ar gouel, ha klask a reomp bepred kas en-dro ekonomiezh ar vro a-drugarez da Gêriadenn ar Mor da skouer. Kengred eo talvoud diazez ar gouel, ha chomet eo an deiz a hiriv dre m’eo digoust darn vras an abadennoù hag ar sonadegoù ».

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Pevar devezh diroll ! Gourc’hemennoù ha mersi bras da gomite ar Rouedoù Glas, d’an dud a youl-vat ken niverus, d’an arzourien, beuz e oa an holl sonadegoù ! Pennadoù mat-eston ‘m eus tremenet. »

« Ur wech ouzhpenn eo bet tomm ha c’hwek an aergelc’h ar bloaz-mañ. Mersi bras d’an holl dud a youl-vat rak ne zeufe netra da benn-vat hepto… Ken ar bloaz a zeu… »

  • Festival des Filets Bleus 3
  • Festival des Filets Bleus 6
  • Festival des Filets Bleus 5
  • Festival des Filets Bleus 4