Deiziad ar c’hemm diwezhañ : 12/07/2022

Gouestl a reomp da zastum ha tretañ roadennoù al lec’hienn https://dev73.id-interactive.fr/pci, hervez ar Reoladur Hollek evit Gwareziñ ar Roadennoù Personel (RHGR) hag hervez al lezenn « Informatique et Libertés ». Gant ar politikerezh-mañ e vez roet deoc’h da c’houzout e peseurt mod e vez graet war-dro ho roadennoù personel gant PCI, gant ec’h eilkevratourien ha gant ar gevelerien a c’hallfe bezañ. Talvezout a ra ar politikerezh-mañ evit pratikoù hag implijerien kinnigoù ha servijoù PCI. Klokaet e c’hall bezañ gant titouroù ispisial roet da c’houzout d’an implijer, p’eo ur c’hinnig pe ur servij dibar.

Toupinoù

Un toupin eo ur restrig stlennek, un dresell, lakaet ha lennet, da skouer pa vezit o weladenniñ ul lec’hienn internet. Ma n’int ket hollret an toupinoù evit mont en-dro lec’hienn-mañ-lec’hienn e vo goulennet ouzhoc’h hag-eñ e c’hallont bezañ implijet pe get. Setu listenn an toupinoù implijet war al lec’hienn https://dev73.id-interactive.fr/pci :

CookieTypeDurationDescription
Ret
cookielawinfo-checkbox-advertisement11 moisLe cookie est défini par le consentement aux cookies RGPD pour enregistrer le consentement de l'utilisateur pour les cookies de la catégorie “Marketing”.
CONSENT2 ansYouTube place ce cookie par le biais des vidéos youtube intégrées et enregistre des données statistiques anonymes.
viewed_cookie_policypersistant11 moisCe cookie est défini par le plugin RGPD Cookie Consent et est utilisé pour stocker si l'utilisateur a consenti ou non à l'utilisation de cookies. Il ne stocke pas de données personnelles.
cookielawinfo-checkbox-necessarypersistant11 moisCe cookie est défini par le plugin de consentement aux cookies du RGPD. Il est utilisé pour stocker le consentement de l'utilisateur pour les cookies de la catégorie “Nécessaire”.
cookielawinfo-checkbox-functionalpersistant11 moisLe cookie est défini par le consentement aux cookies RGPD pour enregistrer le consentement de l'utilisateur pour les cookies de la catégorie “Fonctionnel”.
cookielawinfo-checkbox-performancepersistant11 moisCe cookie est défini par le plugin de consentement aux cookies RGPD. Ce cookie est utilisé pour stocker le consentement de l'utilisateur pour les cookies de la catégorie “Préférences”.
cookielawinfo-checkbox-analyticspersistant11 moisCe cookie est défini par le plugin de consentement aux cookies RGPD. Le cookie est utilisé pour stocker le consentement de l'utilisateur pour les cookies de la catégorie “Statistiques”.
cookielawinfo-checkbox-otherspersistant11 moisCe cookie est défini par le plugin de consentement aux cookies RGPD. Ce cookie est utilisé pour stocker le consentement de l'utilisateur pour les cookies de la catégorie “Non classé”.
Arc'hwelel
wp-wpml_current_languagesessionsessionDirigez l'utilisateur de ce site Web directement vers le contenu multilingue approprié en fonction de la langue du navigateur.
__cf_bm30 minutesCe cookie, défini par Cloudflare, est utilisé pour prendre en charge Cloudflare Bot Management.
Stadegoù
_ga_HVKWG9X8DL2 ansCe cookie est utilisé par Google Analytics pour mesurer l'audience du site Internet.
_ga2 ansLe cookie _ga, installé par Google Analytics, calcule les données relatives aux visiteurs, aux sessions et aux campagnes et assure également le suivi de l'utilisation du site pour le rapport d'analyse du site. Le cookie stocke les informations de manière anonyme et attribue un numéro généré de manière aléatoire pour reconnaître les visiteurs uniques.
Marketing-bzh
yt.innertube::requestsCe cookie, placé par YouTube, enregistre un ID unique pour stocker des données sur les vidéos de YouTube que l'utilisateur a vues.
yt.innertube::nextIdCe cookie, placé par YouTube, enregistre un ID unique pour stocker des données sur les vidéos de YouTube que l'utilisateur a vues.
YSCsessionsessionLe cookie YSC est défini par Youtube et est utilisé pour suivre les vues des vidéos intégrées dans les pages Youtube.

 

Gwarez a-enep d’ar SPAM

Evit gellout silañ ar c’hemennadennoù anavezet evel bezañ spamoù e-touez ar furmskridoù daremprediñ e implijomp ur servij dielfennañ war ar roadennoù treuzkaset deomp : reCAPTCHA. En ur implijout ar furmskridoù-se e vez asantet politikerezhioù prevezded ar servijoù-se, deskrivet a-zindan. Google reCAPTCHA (Google Ireland Limited) eo ur servij gwareziñ evit boestadoù furmskridoù hol lec’hienn. Implijet e vez evit ober an diforc’h etre enankadoù an dud hag an drougimplijoù emgefreekaet. Implij reCAPTCHA a vez lakaet dindan asant ” target=”_blank” rel=”noopener”>Divizoù implij Google Ireland Limited. Roadennoù treuzkaset : toupinoù ha roadennoù implij. Lec’h tretañ : Bro-Iwerzhon.

Furmskrid ha Pellservij

Bevennet eo an dastum roadennoù personel d’an holl-rekis nemetken evit pep furmskrid ha pellservij (izekadur ar roadennoù). Diskouezet eo :

– petra eo palioù an dastum roadennoù-se ;
– hag eñ int rekis pe get ar roadennoù-se evit merañ ho koulenn ;
– piv a c’hallo gwelout anezhe (PCI nemetken, nemet m’eo resisaet e-barzh ar furmskrid, pa vez ret treuzkas ho koulenn d’un tredeour evit gellout merañ anezhi) ;
– ho kwirioù e-keñver gwarez roadennoù personel hag an doare da lakaat anezhe da dalvezout gant ar CNIL.

Gant doareoù labour suraet e vez graet war-dro ar roadennoù personel, dastumet e-stern ar servijoù kinniget war https://dev73.id-interactive.fr/pci. Gante e c’hall PCI merañ ar goulennoù resevet en hec’h arloadoù stlennek.

Petra eo ho kwirioù ?

Ar gwir ho peus da dizhout, reizhañ ha dilemel ar roadennoù a sell ouzhoc’h. Amloadusted ar roadennoù-se a c’hallit goulenn. Ar gwir ho peus da enebiñ ouzh an tretadurioù graet pe da c’houlenn e vefent bevennet. Gallout a rit reiñ sturiadoù diwar-benn ar mirout, an dilemel ha treuzkas ho roadennoù personel war-lerc’h ho marv.

Penaos lakaat ho kwirioù da dalvezout ?

Forzh pegoulz e c’hallit lakaat ho kwirioù da dalvezout ha mont e darempred ouzh PCI dre ar chomlec’hioù a-zindan :
gant ar furmskrid-mañ en ur gemer ur skann deus ho teul-anaout
pe dre bostel sinet, gant un eilad deus un teul-anaout kaset d’ar chomlec’h da-heul :

L’Orientis
Kendi Astrée
3, boulouard Kozhvao-Maner
56100 AN ORIANT

 

Ma n’ho peus ket un distro azas e c’hallit kinnig ur c’hlemm d’ar Commission Nationale de l’Informatique et des Libertés (CNIL).

Palioù al labourioù tretañ war ho roadennoù personel

Tretet e vez ho roadennoù personel gant PCI nemet evit palioù didermenet, ezpleg ha reizhwiriek. Ne vez ket tretet ar roadennoù-se gant PCI en un doare ha ne glotfe ket gant ar palioù-se. Evit se eo palioù PCI évènement ar re da heul :

 

Tretañ roadennoù ar furmskrid daremprediñ

An dastum, treuzkas hag enrollañ ar roadennoù evit gellout mont e darempred gant PCI :
– Kas ur respont dre bostel.

 

Anaoudegezh pratikoù ha stadegoù arvesterezh al lec’hienn

Ar roadennoù-se a c’hellomp implijout evit kompren gwelloc’h hor pratikoù pe evit abegoù stadegel a-benn dielfennañ obererezh hol lec’hienn ha gwellaat ar servijoù a ginnigomp. Muzuliañ a reomp an arvesterezh, da skouer e vuzuliomp an niver a bajennoù bet gwelet, an niver a weladennoù war al lec’hienn, obererezhioù ar weladennerien war al lec’hienn hag aliested o distroioù.

Peseurt roadennoù a vez graet war-o-zro ?

PCI ne ra war-dro ur roadenn pe ur rummad roadennoù nemet m’eo-hi holl-rekis evit tizhout ar pal lakaet. Titouroù diwar-benn ar palioù-se a c’hallit kavout a-us. PCI a ra war-dro ar rummadoù roadennoù da-heul :

– Roadennoù identelezh : Anv-bihan, anv
– Roadennoù darempred : Postel, chomlec’h postel, niverenn bellgomz
– Roadennoù danvez : boest postel
– Roadennoù lec’hiañ

Piv a resevo ho roadennoù ?

Ar roadennoù dastumet a zo da vezañ kaset da servijoù internet al lec’hienn ha d’hec’h eilkevratourien. Ar roadennoù tretet a c’hall bezañ treuzkaset d’ar pennadurezhioù kembeliek, diwar o goulenn, e-stern prosezadurioù barnerezhel, e-stern enklaskoù barnerezhel hag azgoulennoù titouroù a-berzh ar pennadurezhioù, pe evit bezañ kewir da-geñver endalc’hioù lezennel.

Eilkevratourien, Servijoù, E-maez an UE ?
OVH, Herbec’hiañ al lec’hienn, Ket
Google Analytics; Benveg stadegoù ; Ket

 

Penaos e vez suraet ho roadennoù ?

Gwarantiñ a ra PCI e vez tretet ho roadennoù en un doare sur ha kuzhut, ganti ha gant hec’h eilkevratourien pa reont oberiadennoù zo. Evit se e vez lakaet e-plas diarbennoù teknikel hag aozadurel azas evit mirout ouzh ho roadennoù personel da vezañ kollet, implijet fall, kemmet pe dilemet. Azasaet e vez an diarbennoù-se hervez kizidigezh ar roadennoù tretet hag hervez riskl an tretañ.

Padelezh mirout ar roadennoù

Padelezh an dalvoudegezh velestradurel (PDV) eo ar badelezh e-doug ma rank an teulioù, roadennoù pe titouroù diellaouet, bezañ miret ha dalc’het mat da welout hag implijout gant ar re o deus produet anezhe, pe gant servijoù diellaouiñ. A-zindan e kavoc’h ar Padelezhioù a dalvoudegezh velestradurel (PDV) evit an argerzhadurioù pennañ meret gant PCI. Ar badelezh virout en diaz oberiant hag en dielloù diabarzh a zo goloet gant ar PDV.

Argerzhadurioù; PDV
Tretañ roadennoù ar furmskridoù daremprediñ; 3 bloaz
Seziz atebeg an tretadurioù; 3 bloaz

Kemmadur ar politikerezh gwareziñ ar roadennoù

Ar politikerezh-mañ war gwareziñ ar roadennoù personel a c’hall mont war ziorren.