Enskrivet eo bet ar pardonioù hag an trovenioù en 2020 war Renabl broadel ar glad sevenadurel dizanvezel, gant Ministrerezh ar Sevenadur, war-lerc’h daou vloavezh labour kenurzhiet gant Bretagne Culture Diversité.
Menegit tem ar pardonioù e Breizh ha buan a-walc’h ho po ur bern danevelligoù hag eñvorennoù. Ne ouier ket resis pet int met kalzig anezho a gemer en-dro ar stumm gensakret hag a ziskouez ar 1 001 pardon a vez aozet bep bloaz e Breizh, eus ar pardon karter bihan betek an emvod bras gant prosesion. Ar pardonioù a zo darvoudoù liesseurt ha liesstumm a genliamm al liderezh ouzh ar sevenadur, en ur fest toueziet gant ar sakr. Stag ouzh ar chapelioù hag ar sent lidet int hag ur gwir bouez o deus e-barzh buhez pemdez tud zo, a gred ijinañ a-nevez hag adkrouiñ dizehan an darvoudoù-se.
Distro war ar raktres
E-stern ar renabl-perzhiañ war ar GSD graet gant Bretagne Culture Diversité e Kornôg Kreiz Breizh eo deuet war wel penaos int ar pardonioù elfennoù bev-tre, dre o niver hag o liesseurted, e-barzh glad tud ar vro. Met aozet e vez pardonioù un tamm e pep lec’h e Breizh. Diwar ar stadad lec’hiet-se eo bet kroget da labourat adalek hañv ar bloavezh 2017 e Breizh, evit enskrivañ ar pardonioù hag an trovenioù war Renabl broadel ar GSD, en ur sevel ur fichenn renabliñ. Un digarez e oa evit kinnig un diverradenn liesdiskiblezhel a liamm an istor ouzh an etnologiezh hag istor an arz.
Ur c’henurzhiañ rannvroel
Un danvez eo a zesach kement a entan hag a nec’hamant, dreist-holl dirak breskted kalzig darvoudoù, hag ebarzhet en deus ar raktres-se intrudu ha prederioù a oa anezhe dija. E fin 2017 he doa c’hoant Gwenaëlle Gouzien, kuzulierez-kêr gouestlet d’ar glad ha d’ar micherioù arzel e kêr Kemper, da luskañ ur preder war ar pezh a rankfe bezañ graet evit talvoudekaat ar pardonioù, darempredet mat c’hoazh war an tolpad-kêrioù. Diouzh tu eskopti Kemper ha Leon e oa ur c’hoant da renabliñ ar pardonioù aozet e Penn-ar-Bed. Hag Akademiezh sonerezh hag arzoù sakr Santez-Anna-Wened, dindan krosenn he rener Bruno Belliot, a soñje e-barzh aozadur ur c’hendiviz diwar-benn ar pardonioù breton. A-vremañ eo an danvez-se ha desachañ a ra evezh tud a bep seurt, neuze e oa ret kenaozañ ar raktres-se gant ar re a ra war-dro ar pardonioù er pemdez. Un heuliad emvodoù kenurzhiet gant BCD a zo bet dalc’het e 2018 ha 2019 gant tud a-youl vat komiteoù ar chapelioù, dilennidi, skolveuridi, tud a Iliz, micherourien ar glad… Amañ e trugarekaomp an holl re o deus kemeret perzh en emvodoù-se ha c’hwec’h oberour ar fichenn renabliñ.
Hag al labour da vont war-raok…
Enskrivañ ar pardonioù war Renabl broadel ar GSD n’eo bet nemet pazenn gentañ ul labour brasoc’h evit niveriñ an holl pardonioù aozet bep bloaz e Breizh. Tud zo a breder a-zivout amzer dazont ar pardonioù hep kaout roadennoù, kalz tud o deus un ali diwar-benn an tem-se, an doareoù ma vezont aozet, ar gourdrouz a zo war o choug… met penaos emañ kont e gwirionez ? Petra eo plas ar pardonioù hiziv an deiz en ur gevredigezh e-lec’h ma ‘z a ar pleustroù relijiel war zigreskiñ ? Piv int, an dud a-youl vat a zo engouestlet bep bloaz evit mont da gempenn, aozañ ha bleuniañ ar chapelioù evit ma vefe aozet ar pardon ? Peseurt fest a vez kinniget en ur guitaat an oferenn, pa ‘z eus anezhe c’hoazh ? Ur startijenn nevez a zo bet er pardonioù en eil hanterenn an XXvet kantvet, degouezhioù evit ar c’homiteoù da zastum arc’hant a-benn reneveziñ ar chapelioù, met peseurt raktres stroll a c’hall bezañ, hiziv an deiz, evit bodañ engouestloù an dud a-youl vat, raloc’h-ralañ, en ur mare e-lec’h ma cheñch kalz hol liamm ouzh an tiriad hag ar fiñvusted ?
Kement a c’houlennoù a vez klasket degas tammoù respont dezhe gant al labour renabliñ peurglok graet war pep kumun Breizh istorel. Betek poent eo bet niveret ouzhpenn 1900 pardon oberiant. Prouiñ a ra ez eus ul lusk c’hoazh er pleustr breton-se. An holl roadennoù-se a c’halloc’h kavout enlinenn a-benn nebeud…