Festival
Kanañ
« E dalc'h ar pobloù emañ ar ouiziegezh pa gomzer eus ar glad sevenadurel dizanvezel. Un doare da chom emren e-keñver ar bedeladur ekonomikel. Lakaat a reomp war wel kudenn an identelezh hag ur filozofiezh a glask mirout al liammoù gant un hengoun dre gomz. »
rener Phare Ouest
« Le vent, la mer et la guerre / Tournent contre le Français / Allons les gars gai, gai /Allons les gars gaiement !… » An deiz-se e-pad ar festival Les Bordées de Cancale, e vount a-gevret kanerien ha kanerezed war barrinier ar gwindask. An embregadenn faltaziek-se, er porzh, a lusk paz ur c’han da sevel an eor, da sachañ war ar gordenn vras pe da zistlejañ ur vag. « Buhezour on evit ar vugale e stalioù-labour kanaouennoù martoloded, klasket em eus adalek ar penn kentañ liammañ an treuzkas kanaouennoù martoloded-se gant al labourioù a vez d’ober war ur vag » eme Paul Terral, rener Phare Ouest. Un eil eus ur gwindask a ro tro d’ar vousedigoù da ganañ ha da vezañ ouzh ar varrenn-stur war un dro. « Ur benveg kaer graet evit ar gevredigezh Phare Ouest gant ESAToù (Établissements et Service d’Aide par le Travail) Kastell-Noez ha Sant-Malou », a zispleg ar rener.
E penn kentañ ar bloavezhioù 1990 e tigor Paul Terral, buhezour war ar sonerezh er skolioù e Langaeg, ur stal-labour e Hilion hag unan all da c’houde e Kankaven, c’hoant gantañ treuzkas d’ar vugale ur c’han hengounel bet dastumet e-touez kanaouennoù martoloded. Da heul al labour pedagogel-se kaset da benn gant ar vugale e krou ar strollad Les Pirates, goude bezañ kejet gant Aimé Lefeuvre, bet pesketaer «islandad » evel ma lavarer e brezhoneg.
Sikour a ra ar gevredigezh Phare Ouest ar stalioù-labour-se ha reiñ a ra lañs d’ar festival, les Bordées de Cancale e 2000, gant ar pal: « Penaos e c’heller en ur gevredigezh diorren ar c’hanaouennoù hengounel d’an holl rummadoù tud. Penaos adkavout ar from, ar gizidigezh ha korf hag ene ur ganaouenn gant ur c’haner o kanañ a capella e-touez selaouerien, gant ar c’hoant lakaat anezho da ganañ » eme Paul Terral.
Gant spered ar glad sevenadurel dizanvezel hag o tifenn ar vevliesseurted sevenadurel e laka Paul Terral al liamm sokial da abeg pennañ : « Dedennet on gant en em gavout asambles ha skoulmañ darempredoù er gevredigezh, gant doareoù bevañ ha reolennoù ur gevredigezh, ur stumm sokial ha karantezus da vevañ a vez kaset a rumm da rumm. » E-pad ar Bordées de Cancale e wel Paul Terral tud o-unan na weler morse er festivalioù : « Alies ar re-se, lezet a-gostez, a blij dezho en em adkavout er Bordées evel en ur familh. » Hag ouzhpenn e pouez ar rener war nerzh an dud a-youl vat e Phare Ouest a vez lakaet war wel a-drugarez d’an hengoun dre gomz.
E 2014 emeur deuet a-benn da sevel ar festival Vents de Vilaine e Pont-Rigan. « Ar pal a zo lakaat war wel hengoun dre gomz an dud o chom war vord ar stêrioù, re saonioù ar Gwilen, a-dal da re ur stêr all pedet » eme Paul Terral. Menegomp ar stêrioù Shannon, Danav pe Guadalquivir. Ar c’hoant emañ gant Phare Ouest da vrudañ ha da rannañ an doareoù bevañ eus an dud pe e vefe gant rekipeoù evel ar « roupettes à queue » a zo kerez e-barzh gwin ardant pe c’hoazh teknikoù pesketa…
Ouzhpenn an daou festival-se e kinniger e-pad ar bloaz « stalioù-kanañ kanaouennoù martoloded ha bep tri miz beilhadegoù kanet e tavarnioù Kankaven pe c’hoazh prezegennoù « Un dimanche par mois » etre Roazhon ha Pont-Rigan ha Pont-Rigan ha Mezeg, diwar-benn chemet ar skluzioù, ar milinoù-dour… » eme Paul Terral.
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016