#

Festival

#

Sonadeg

#

Festival

#

Sonadeg

« Ret eo bezañ evezhiek kaer, arabat eo e teufe ar sonerezh hengounel da vezañ ur c'hapital. Ar sonerezh-se a zo stag ouzh an den ha ket ouzh ur peadra, ur sonerezh evit reiñ, rannañ, degemer hag a zeuio da vezañ hêrezh an dud, perc'hennet gant an holl, ur sonerezh douget gant gerioù, perzh ar galon. »

Sylvain Girault

rener arzel

KEFRIDIOÙ

« Toutouig lonla a ma belle, toutouig lon la … le père est loin et la mère ici qui va vers son enfant chéri… Toutouig lonla ma belle, toutouig lon la … jadis elle a pleuré souvent, mais aujourd’hui s’endort gaiement… ». En deñvalijenn, astennet war matarasennoù, emañ an arvesterien o selaou ouzh ul luskellerez vreizhek kanet e galleg ha lakaet e mod elektronek, heklev ur sell diabarzh. « A-hed an abadenn sonet war-eeun, e vez mesket kanaouennoù ha luskellerezioù dastumet, dielloù son, sonioù fetis, sonerezh elektronek… » eme François Robin, pedet gant an Nouveau Pavillon evit en ur chomadenn grouiñ e-pad tri bloaz. Ar soner, sonaozour hag ergerzher ar sonioù-se en deus kejet gant familhoù a bep seurt a-orin eus Kervegon hag en deus dastumet luskellerezioù ; un digarez da grouiñ tonioù nevez, sonet da vare prantadoù diskuizh. Ar abadennoù-mañ, e-touez re all, a vez kinniget en Nouveau Pavillon da « zizoleiñ en un doare all » ar sonerezh hengounel, o lakaat da dalvezout skiant-prenet ar sonerien ha bez eo ivez ul labour skignañ war ar memes tro. Ur c’henlabour war hir dermen eo gant kevredigezhioù pe ensavadurioù desavadurel, skolioù sonerezh, skolioù sonerezh war dachenn ar Rannvro pe c’hoazh ar Pont Supérieur de Bretagne et Pays-de-Loire, pol deskadurezh uhel arzourien, kelennerien ha kanerien an arvestoù bev.

« Pal an Nouveau Pavillon zo talvoudekaat ar rummad sonerien awenet gant ar sonerezh pobl en un doare arzel ha neket hêrezhel, » eme Sylvain Girault, rener arzel « Leurenn ar sonerezh hengounel a-vremañ », e Kervegon e-kichen Naoned.

« Ul liamm omp-ni etre an arzourien hag an arvesterien, e servij un doare ezteurel a gemm dibaouez ». Un hentenn arzel a-stourm ha lez a-gostez kement benvekadur pe marc’hadekadur sevenadurel a vefe.
Ha Sylvain Girault d’en em c’houlenn : «Penaos, eus seurt sonerezh steuzius ha digemmus, pinvidik dre ma ‘z int liesseurt, ez eus bet graet un dra penn-da-benn hevelebour ! ».
Ur youl hepken gant skipailh an Nouveau Pavillon : « Labourat a reomp kalz war ar c’hodoù, an arouezioù, ar pezh ‘vez lâret diwar-benn ar sonerezhioù-se, evit gwellaat an doareoù kinnig pe vefe gant ar mediaoù pe gant an divizourien. »

Diwanet eo bet ar mennozh-se e Dastum 44, renet gant Sylvain Girault etre 1997 ha 2002. « E 2001, 2002 ha 2003 hon eus aozet ar Veilhadeg vras gant Piano’cktail Kervegon. En abadenn-se e veze kinniget traoù all estreget sonerezh hengounel hag eo bet diazez raktres an Nouveau Pavillon ». Un toullad tud a-youl vat a gendalc’h d’ober war-dro ar raktres kevredigezhel. « E-touez ar re zo aze abaoe ar penn kentañ emañ Jean-Louis Auneau, Yves Bourdaud, Liliane Berthe pe c’hoazh Gérard Aorski-Bordais… ».
E 2007 e teu Sylvain Girault, prezidant ar gevredigezh da vezañ rener. « Adalek ar penn kentañ e oa tri fal d’ar raktres : krouiñ, skignañ ha kehentiñ. Ar pezh ‘vez graet ar muiañ eo skignañ arvestoù hag abadennoù sonerezh hengounel, e sal Kreizenn Marcet Kervegon.» Ar festival Eurofonik vez aozet en Nevezamzer en-dro da Naoned goude an abadennoù a vez dalc’het etre miz Here ha miz Even.

En tu-hont d’ar programmiñ e klask an Nouveau Pavillon sikour ar c’hrouiñ ha deuet eo da vezañ ur greizenn dafar. Bremañ e kinnig Sylvain Girault ur sell diavaez, a-drugarez d’e skiant-prenet evel soner. Bep bloaz e vez aozet gant ar greizenn pemp chomadenn a bad pemp devezh pep hini. Eno e c’hell ar sonerien implijout al lec’h, kaout skoazell ar skipailhoù melestradurel ha teknek. E-pad pep prantad e lakaer ur programm war-sav. « Hor pal a zo labourat war leurenniñ ar sonerezh diwanet war ar maez, e-pad beilhadegoù pe gouelioù a-hed ar bloaz…a vez sonet e-kerzh balioù pe abadennoù. War al leurenn, eo diaesoc’h abalamour d’ar reolennoù c’hoari dirak ur saliad arvestourien. Al labour a zo klask penaos diskouez war al leurenn lusk ar c’horf hag an energiezh en un doare arzel. N’omp ket ul lec’h pleustriñ met peurgempenn al leurenniñ ».

Abaoe 2016 e vez kinniget ur stumm chomadenn grouiñ nevez e-ser ar festival Eurofonik, gouestlet da sonerezh Europa. Pedet e vez tri arzour a Europa evit kejañ ha kenlabourat e-pad pemp devezh, an disoc’h a vez kinniget war al leurenn goude-se. « Adlakaet ‘vez e-mod-se mennozh ar beajoù hag an darempredoù. »

Hardizhegezh, rikted arzel, kejadennoù, eskemmoù, kenrannañ ha doujañ da liested ar sevenadurioù o tont eus ar sonerezh hengounel…kement-se a ro c’hoant d’ar rener arzel da hetiñ: « Perak ne vefe ket roet al label PCI evit ma vefe anavezet ul leurenniñ a labour war an dachenn-se ? »

Christine Barbedet – miz Ebrel 2016