#

Fest Noz

#

Kanañ

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

#

Fest Noz

#

Kanañ

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

KINNIG

Ar c’houblad Hamon & Martin, Spontus pe Karma, ha nevez zo, Kerlutin, Kedal, War Sav, Hop ‘Op ‘Ops pe Sparfell… Nag a varregezh brudet gant Kenstrivadeg Rannvroel Sonerezh Breizh. Un taol-lañs ijinet e 1996 gant ur strollad tud yaouank deus al lise Le Dantec e Lannuon ha soutenet gant o fennguzulier-skol. Chomet eo heñvel ar pal en desped d’un dekvloaziad troc’h, betek 2011 : dizoleiñ ha brudañ ar re a raio sonerezh ha sevenadurezh Breizh an dazont.

E-pad ur fest-noz e teu strolladoù sonerezh liseoù Breizh da genstrivañ evit lakaat o firion da zañsal. War al leurenn e kinnigont sonaozennoù adkemeret pe levezonet gant sonerezh hengounel Breizh. « Ur gwir zaeadenn eo ar genstrivadeg-se : kavout tud yaouank all evit c’hoari gante, klask war-lerc’h tonioù, aozañ anezhe, pleustriñ… a-raok seniñ dirak ur juri ennañ arzourien vreton anavezet » a zispleg skipailh an aozerien. Menegomp Dan ar Braz, Roland Becker, Annie Ebrel, Soig Siberil, Erik Marchand, Marthe Vassalo, Sylvain Girault, Carré Manchot…

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Tud yaouank… ARC’HOAZH EO ! Marteze e kemeromp hor binviji hag e pleustromp ur wech diwezhañ ? »

« Bezit niverus evit skoazellañ strolladoù ar vignoned·ezed az aio a-hed an deiz war leurenn ar c’helc’hva peogwir eo amzer vat a ranker tremen gant sonerien, dañserien, kelennerien, skolidi, brezhonegerien, divrezhonegerien… Bec’h dezhi ! »

  • Concours Interlycées de musique traditionnelle 2
  • Concours Interlycées de musique traditionnelle 6
  • Concours Interlycées de musique traditionnelle 5
  • Concours Interlycées de musique traditionnelle 4
  • Concours Interlycées de musique traditionnelle 3