Dañs
Sonerezh-benveg
Kentañ sonerien daou-ha-daou da vout lakaet kampioned a voe Rene Serjant ha Marsel Jaffre er bloaz 1957, pa voe ar c’henstrivadeg kentañ da goulz pardon Sant Herve, gant skoazell Bodadeg ar Sonerion. Goude-se, gant ar brud hag ar pouez tapet gant an darvoud, e voe loc’het gant Kampionad Breizh ar sonerezh hengounel er bloaz 1993 E Kastell Troñjoli e Gourin. E kalon ar gouel : ar sonerien daou-ha-daou. « Petra a rafec’h eus ar c’houblad sonerien binioù-bombard, ken arouezius eus sonerezh hengounel Breizh ? » a c’houlenne un deiz Jean-Laurent Bras, kazetenner e Ouest-France, da Michel Toutous, soner binioù. Hag hemañ da respont : « Ul laz-soniñ dezhañ e-unan ! Ennañ emañ ar vombard o talvezout d’ar c’han, gant e ginkladurioù, gant holl taolioù-mouezh evel taolioù-mouezh an dud. Diouzh e du e tegas ar binioù al lusk, eiler eo evel ma ra ar gitar. D’ar c’horn-boud perzh ar gitar-boud. En ur reiñ an talm gant e droad e c’hell ar soner ouzhpennañ an taboulinoù. Dres evel-se eo savet ur strollad rock. » Eno eo sklaer an traoù, rak m’eo gwriziennet mat en hengoun, eo bet gouest ivez ar c’henstrivadeg da dreiñ war-zu an amzer da zont. Pezh a ziskler c’hoazh Michel Toutous : « N’eo ket trawalc’h adober pezh a rae ar re gozh, gant aon da gas andon ar sonioù da hesk. M’eo sonerezh Breizh unan eus ar re vrudetañ ha poblekañ en Europa, dre niver e sonerien hag hini e arvesterien, ez eo ivez a-drugarez d’he nerzh-krouiñ ». Hag ar c’henstrivadeg « daou-ha-daou evel ma karit » ar C’hampionad en diskouez splann.
N’en deus ket paouezet ar c’hampionad da greskiñ. E 2011 en deus kevredad Warl’Leur kinniget aozañ kampionad Breizh an dañs gant skoazell komite kenstrivadeg sonerien Gourin hag hini kenstrivadeg dañsoù Breizh o kemer perzh er raktres.
« Mersi bras d’ar sonerien, dañserien, arvesterien, tud a youl vat, arzourien, teknisianed, da holl izili Sonerion ha War’l Leur, hep disoñjal an heol 😉 »