Festival
Festoù
Gallaoueg
Kanañ
« Abaoe krouidigezh ar strollad o deus fellet d'an izili degas lorc’h en-dro da dud bro ar Gwilen ha lakaat ijin ar bobl war-wel. »
kenurzhierez ar GCBPV
Ur memor a-stroll anavezet gant an holl
Ar GCBPV a ginnig « Mémoire en résidence », ur raktres dre soubidigezh a bad etre c’hwezek ha triwec’h miz, evit sellout ouzh memor stroll ur gumun : « Klask a reomp ober ma vo anavezet gant an holl ur memor a-stroll hag a zo anavezet gant lod hepken » a zispleg Fabienne Mabon, kenurzhierez ar GCBPV. Testenioù, luc’hskeudennoù, filmoù hag all, ar glad-se a vez diskouezet gant ur sell arzel. Kinnig a ra ur sell disheñvel war ar pezh az a d’ober ar memor : « Un doare da ziboultrennañ meizad ar glad eo ha da ziskouez e c’hall bezañ bev ! ». Ha Fabienn Mabon da ouzhpennañ : « Ar pal a vefe gellout mont war pep kumun deus bro Redon evit talvoudekaat ha diskouez pegen kreñv eo identelezh pep hini hag e-giz-se, krouiñ ur rouedad gouestlet d’ar glad sevenadurel dizanvezel ».
Da skouer ez eus un teñzor disoñjet e Sant-Yann-ar-Wern : barregezh oberourezed ar feilhañserezh Saint-Jean-de-Bretagne. Ken brudet e oa ha feilhañserezh Kemper d’an ampoent, testeniekaet eo bet gant un anzav a 1420. Treuzkaset eo bet ar chemet-se betek 1978, p’eo bet serret ar feilhañserezh diwezhañ. En 2010 eo bet dibabet gant skipailh an ti-kêr reiñ ul lusk nevez d’an tremenet artizanel ha greantel-se. Pedet eo bet ar Groupement Culturel Breton des Pays de Vilaine da gemer perzh er raktres « Mémoires de Potières » a-benn dastum ha saveteiñ glad ar poderezh e Sant-Yann-ar-Wern, ha talvoudekaat anezhañ war broioù ar Gwilen. Hiziv e c’hall Yann pourmener dizoleiñ lec’hioù buhez ha labour ar poderezed ha kinklerezed en ur vont a-hed ur wenojenn displegañ. E-kreiz ar vourc’h e kaver ar Patiau, ur greizenn gouestlet da arz hag istor ar poderezh. Bodañ a ra ur chanter kenemprañ, ur stal-rakstal evit ar chanter-se, un diskouezadeg diwar-benn ar poderezh a-vremañ, hag ur sal all evit lakaat war wel pegen liammet eo istor ar gumun ouzh ar poderezh.
Ar raktresoù-se a glask displegañ, hanteriñ ha talvoudekaat ar glad sevenadurel. Bodañ a ra nerzhioù an tiriad ha kreñvaat a ra identelezh an tiriad-se er raktres a-stroll. Ne c’haller ket tremen hep kreizenn danvezioù ar GCBPV dre ma kemer perzh e-barzh ar raktresoù diorren ekonomikel ha touristel.
Ur benveg skoazell eo evit pezh a sell ouzh ar buheziñ hag an doareoù da dreuzkas gouiziegezh ha chemet, dre abadennoù buheziñ, diskouezadegoù, met ivez dre an embannadurioù, e kevelerezh gant Dastum evit an embannadurioù-son da skouer. « En 2004 hon eus krouet an dastumadeg «Petit patrimoine rural», da-heul ul labour renabliñ diwar-benn ar glad savet, kaset da benn gant tud a-youl vat war dek kumun e bro Redon. Pep kumun en doa ec’h oberenn gant un dibab elfennoù. Pep oaled er c’humunioù-se en deus resevet digoust ur skouerenn embannet, un doare eo evit kizidikaat an holl annezidi, ha pas ar re troet war an danvez nemetken ».
M’eo ar greizenn danvezioù un ostilh prizius evit saveteiñ ha talvoudekaat glad dougerien an henvoazioù e kaver ivez ar skol sonerezh hengounel a ra war-dro an treuzkas.
Ur c’helenn a-stroll eo, « war glevet » ha war vale en un dek kumun bennak, e polioù kelenn termenet hervez an takadoù bro. Alies e vez aozet un abadenn vras evit kustumiñ ar berzhidi da gemer perzh e-barzh ar sonerezh hengounel.
Ha pa vefe stajoù, festoù-noz, sonadegoù, beilhadegoù, baleadennoù kanet… Bev-buhezek eo ar sevenadur poblek e Bro-Redon, etre hengoun ha krouiñ. Ar mare pouezusañ eo hini ar Bogue d’Or, ar festival a zo gwriziennet don e-barzh an hengoun kanet ha kontet. « Lavarout a reer ez eo gouel Nedeleg Bro-Redon ! », a lavar Fabienne Mabon.
Lakaat dougerien an hengoun da bignat war al leurenn eo kentañ klaoustre ar gevredigezh GCBPV, bet krouet gant Jean-Bernard Vighetti. Er bloavezhioù 1970, pa oa eñ karget da ziorren obererezhioù touristel war ar maez, e voe bamet gant hoal Bro-Redon : pinvidigezh un hengoun dre gomz na oa bet kroget d’e zastum nemet gant ar c’helc’h keltiek, hag ur gweledva ral, ennañ geunioù ha garzhaouegi stank ar c’histinegi enno. Tud ar vro ne ouient ket na pegen prizius e oa pinvidigezh naturel ha sevenadurel o bro. « Mennozh Jean-Bernard Vighetti a oa unaniñ an dud hag an aozadurioù a oa dedennet gant tachennoù a bep seurt, arkitektouriezh, arkeologiezh pe c’hoazh evnoniezh, sonerezh, ar c’han pe c’hoazh an dañs. Fellout a rae dezhañ reiñ loc’h en-dro da dud ar vro, komzerien gallaoueg anezho », eme Fabienne Mabon. Un nebeud tud a yeas d’e heul evel Jean-Claude Bourgeon, Jean-Louis Latour, Albert Noblet hag Albert Poulain.
D’ar mare-se, ken arouezius ma ‘z eo deus luskadoù an deskadurezh pobl ha deus dihun an dud da-geñver argoll ar sevenadur hengounel, eo bet ganet ar Bogue d’Or, e-pad an Teillouse, ur foer war ziskar gouestlet d’ar c’histin. Risklus e oa klask treiñ en-dro evezh an dud war ar c’han met un dihun a zo bet : bout ‘zo da vat ur boud sevenadurel ha naturel en ur vro a welemp evel unan hep identelezh, lec’hiet war bevennoù departamantoù an Il-ha-Gwilen, ar Mor-Bihan hag al Liger-Atlantel ! Albert Poulain a gonte e lavare an Itron Prévert, bet dastumet gantañ : « Ma ne oas ket deuet, biken em bije gouiet e oan ken gouiziek ! » eme Fabienne Mabon.
Pevar dekvloaziad war-lerc’h e talc’h ar GCBPV da vezañ oberiant war dachenn an hengoun hag ar c’hrouiñ, dre genstrivadegoù kanañ a capella pe binvioù-sonerezh, dre gontadennoù hag abadennoù gaouierezh, dre sonadegoù, festoù-noz ha dibunadegoù…
« E 2008 eo brasaet pouez ar Bogue d’Or p’eo en em staliet e karter ar porzh. War tachennoù nevez hon eus labouret, liammet ouzh istor ar mor Bro-Redon da skouer. » Un digarez ouzhpenn evit embann digoradur an aozadur war ar bed. « Evit anavezout ha kompren hon sevenadur ez eo a-bouez keñveriañ anezhañ gant sevenadurioù hengounel all », eme Fabienne Mabon o pouezañ.
Darempredoù kreñv zo bet skoulmet gant al Louiziana da skouer. « Liseidi eus Redon o deus desket dizoleiñ o bro a-raok mont da Louiziana da ginnig anezhi d’o ostizien. » Eskemmoù zo bet da c’houde ivez etre strolladoù arzourien. Un dra bennak divoutin zo bet graet zoken : bresañ bier ennañ maiz hag ed-du, anvet La Bayoust, en ur ober gant barregezhioù ur breser breizhat hag ur breser all eus Louiziana hag en ur gemmeskañ anvioù ar sterioù Bayou hag Oust.
Diskouez a ra ar c’henlabour brav-se penaos e c’hell an hengoun pobl bezañ talvoudekaet war an dachenn ekonomikel pa vez bev ha rannet etre an dud !
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016