C'hoarioù & sportoù
Dañs
Fest Noz
Festival
Gallaoueg
Kanañ
Kontadennoù ha mojennoù
Sonadeg
Sonerezh-benveg
Embannet eo sklaer gant an aozerien, e barr e vrud emañ gouel ar Gallaoueg gant e zaou‑ugent vloaz : « Amañ e kaver e startijenn e stivell ar c’henskoazell hag e hini an imor vat. Danvez an trec’h. Ar pemp skiant war evezh ».
Abardaevezh c’hoarioù ha sportoù Breizh,ur plañchod da leurenn-zañs, koad al lañchennoù prest da soniñ, ar feunteun evit kontañ istorioù, leurennoù bras evit talañ an eil re ouzh ar re all er c’henstrivadeg, ar Godinette hag an Drolett evit stlakal hor gwerennoù, ur pemoc’h rostet evit debriñ, sonadegoù evit tridal… komprenet mat o deus an ugent mil bennak a festivalourien a vez graet «afficionados» outo : « Evit digarez ebet ne vefe c’hwitet ur wech ar gouel bihan er bradenn ! ». En un aergelc’h laouen degemerus evit ar familhoù, e parkeier ma weler ar mein-skiltr ruz o tont er-maez an douar, eno e kej an arvesterien-aktourien hag an arzourien evit meskañ tonioù ha dañsoù a vro-C’hallo hag eus broioù all. Ur gouel vras aozet gant tud barrek war o micher, ouzhpenn da bemp kant «paotr ha plac’h ar vro», krennarded ha tud kozh, « an holl anezho entanet gant ar soñj lakaat an douar ruz-se, livet gant maen-skiltr, war lez koad Breselien », eme c’hoazh aozerien ar gouel, Kroaz-hent ar Gallaouegva.
« Just ur gerig evit trugarekaat ac’hanoc’h eus ho tegemer a-zoare en dibenn-sizhun-mañ. Tremenet hon eus ur prantad eus ar c’hentañ gant tout an dud. Ur blijadur a vez bepred dont da Vousterfil, met soniñ eno, n’eo ket ar memes tra ! N’eo ket hep ur pennadig from, met gant un degemer a-zoare e ya kalz gwelloc’h ! »
« Mersi bras deoc’h evit an nozvezh digredus ! Bevet Mousterfil, bevet ar C’hallaouegva hag ar Godinette ! Ken ar c’hentañ ! »
«Gwir eo pebezh gouel dispar, tremenet e oan hebioù betek-henn, ha dre fazi… e-pad kement-all a vloavezhioù, padal eo ul lodenn eus ma yaouankiz ! Ur vamm-gozh on, ha ken buan all e vin o kemer perzh a youl-vat a-benn bloaz… »