#

Fest Noz

#

Kontadennoù ha mojennoù

#

Fest Noz

#

Kontadennoù ha mojennoù

KINNIG

« Gallaouegajoù Sant-Malo, eno emañ emgav bloaz ar sevenadur e gallaoueg, met dreist-holl imor vat ha plijadurioù ar c’haozioù kaer… », setu pezh a lavar afficionados ar gouel-mañ a zeu en-dro en nevez-amzer. Ha lod all da ouzhpennañ: « Zoken mane gomprenomp ket an holl c’herioù e fell deomp rannañ ur pennad amzer laouen asambles. ». Ha rannañ gant un niver bras a arvesterien, sed aze nerzh penañ ar gouel-mañ, gwriziennet donoc’h-don a vloaz da vloaz  sevenadur ar Gallaoueg, amañ en hanternoz departamant Il-ha-Gwilen. Ur c’hoant kadarnaet abaoe ouzhpenn ugent vloaz gant kevredigezh Kreizenn Sevenadurel Breizhek Sant Malo, soursius eus « brudañ ha skignañ sevenadur ar Gallaoueg forzh peseurt stumm e vefe, gant ma vo eus ar gwellañ live posupl ». Deuet eo ar Gallaoueg da vout sturier un hengoun pobl diabaf ha bev-mat, laouen da ezteurel dre kontadennoù, barzhonegoù ha c’hoariva, ur yezh a gan hag a zañs gant sonioù ha tonioù Breizh-Uhel.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Me zo paotr ar Renk, ha dre ar Gallaoueg ec’h adkaven ma sevenadur orin. »

« Dañsal eo ma doare da lakaat war-wel ma identelezh breizhek. »

« Gallaoueg eo Breizh di-vrezhoneg. »

  • Les Gallèseries 05
  • Les Gallèseries
  • Les Gallèseries 11
  • Les Gallèseries 10
  • Les Gallèseries 09
  • Les Gallèseries 08
  • Les Gallèseries 07
  • Les Gallèseries 06
  • Les Gallèseries - Balade
  • Les Gallèseries affiche