#

Dañs

#

Fest Noz

#

Sonadeg

#

Dañs

#

Fest Noz

#

Sonadeg

KINNIG

Gwechall-gozh e oa ar Sant Loup ur pardon relijiel gouestlet da Loup de Troyes, dalc’het er pradeier e-kichen kastell Run ar Varc’heg e Pabu, ur barrez e-tal Gwengamp. En 19vet kantvet e teu ar Sant-Loup da vezañ ur pardon darempredet mat kement hag ur gouel pagan bras aozet e-kreiz Gwengamp. Pep hini a zañs an derobe, brudet ken eo hag hêrezh deus ergerzhadennoù-brezel Napoleon e bro Italia diwar ar pezh a lavarer, e-barzh an ambrougadenn dre ar straedoù hag ar plasennoù. Ur startijenn nevez a zo bet silet er Sant-Loup en 1957 : implijet e vez ar festival evel stern evit kampionad broadel dañsoù Breizh ar c’hengevredad Kendalc’h.

Bep bloaz eo tost ugent mil den a zeu da arvestiñ ar c’helc’hioù keltiek hag ar bagadoù. En tu-hont da-se eo tost 1500 soner, arzour ha dañser a zeu deus pevar c’horn ar bed keltiek da zaremprediñ kêr an Treger. Kalzig abadennoù buheziñ digoust a vez kinniget e-pad an enderv (stajoù dañs, gouren, c’hoarioù nerzh breton). Er Sant-Loup eo e vez dalc’het kampionad Breizh Gouren, ur prantad hañv gortozet.

Diaraoget e vez ar festival gant ar « Sant-Loup bihan », dalc’het e-pad dibenn-sizhun kentañ miz Gouere. Bodañ a ra tro pemp mil bugel deus kelc’hioù keltiek Kendalc’h, deuet deus Breizh a-bezh e-stern ar « Bugale Breizh ».

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Arabat tremen hebiou… Bevet ar Sant Loup »

« C’hoazh un abadenn eus ar re wellañ ! »

  • Festival de la Saint-Loup 8
  • Festival de la Saint-Loup 6
  • Festival de la Saint-Loup 5