#

Fest Noz

#

Pleustroù keginerezh

#

Sonadeg

#

Fest Noz

#

Pleustroù keginerezh

#

Sonadeg

KINNIG

« Dalc’het e vez Fest ar c’hrampouezh bep bloaz e fin miz Gouere e c’hoariva glasvez kastell Troñjoli. Emgav an dud troet, gant ar c’hrampouezh evel-just met gant an dañsoù ivez, evit mont da zañsal er fest-noz pe er fest-deiz, peotramant evit sellout ouzh an dañserien hag arvest ur c’helc’h keltiek. » a zispleg skipailh an aozerien.

E-kichen birvilh ar fest e vez tommaet ar pilligoù hag ar c’hrampouezherezed d’ober war-o-zro evit dic’hoantañ an dud, ken lipous ha lichous.

Ar prantad pouezusañ eus an darvoud : kenstrivadeg ar grampouezhenn vrasañ, e-lec’h ma c’hell pep hini kemer perzh. An toaz hag ur billig 102 cm treuzkiz a zo e-kerz an emstriverien ! Krampouezhenn Denis, o chom e Plañvour, an hini eo he deus ar rekord abaoe 2006 gant 90 cm treuzkiz. Diwall ‘zo ret atav, n’eo ket ar vent an dezverk nemetañ ha ret eo bastañ da-geñver ronted, tevded, poazhañ ha stumm hollek…

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Gourc’hemennoù deoc’h ur wech c’hoazh : saourus e oa ar c’hrampouezh, ul lip-e-bav (toaz, aozennoù a-galite …). Ral eo ken eo ! Dont a rin en-dro ar bloaz o tont… »

« Gourc’hemennoù d’an holl dud a-youl vat ! »

« Ur soñj e-barzh skipailh an dud a-youl vat, ken degemerus TRUGAREZ ha gourc’hemennoù evit ar pezh a roit da ved ar C’hrampouez ! »

  • La Fête de la crêpe 4
  • La Bogue d’or
  • Savoir-faire crepe