#

Dilhadoù

#

Fest Noz

#

Koefoù

#

Sonadeg

#

Dilhadoù

#

Fest Noz

#

Koefoù

#

Sonadeg

KINNIG

E 1909 eo bet dalc’het kentañ dilennadeg « Rouanez ar broderezed ». Ar prantad kreñv-se a vode an holl atalieroù broderezh e Pont-‘n-Abad. E-touez ar broderezed eo e veze dibabet an hini a zileurfe ar vicher a-bezh. Lañset eo bet Fest ar Broderezed e 1954 hag eo e-touez an darvoudoù hengounel koshañ e bro-C’hall. Un emgav eo a vez gortozet gant ouzhpenn 30 000 arvester bep bloaz, a fell dezhe dizoleiñ sevenadur Breizh dre ar sonerezh hag an dañs. « Hengoun teroer bro Vigoudenn ha Breizh a vez lakaet war wel e-pad pevar deiz gant ar fest familh-se, gant ur sell digor ouzh ar folklor estren » a zispleg skipailh an aozerien. Buhezet e vez ar straedoù hag al leurennoù gant ar bagadoù hag ar c’helc’hioù ha gouestlet eo an abadenn ziwezhañ da Rouanez ar Broderezed.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Ur fest estlammus ho peus d’am soñj ! »

« Un dibunadeg sonerien dispar, ha pebezh beuregan evit ar rouanez, amañ e oan… »

« Lakaat a ra ac’hanon da soñjal em vakañsoù e Breizh em bugaleaj. Breizh, ma c’harantez, ma retred… »

  • Fête des Brodeuses
  • Fête des brodeuses 5
  • fete des brodeuses- scène
  • La reine des brodeuses