#

Fest Noz

#

Sonerezh-benveg

#

Fest Noz

#

Sonerezh-benveg

KINNIG

« Raktres padus evit dizoleiñ bro Felger », Bodadeg Priz Froger-Ferron a zo emgav bloaziek kantadoù a sonerien ha sonerezed hengounel, e-kreizig-kreiz kumun vihan Parzieg, en Il-ha-Gwilen : « En em vodañ a reomp evit peurvevañ dre ar c’hont, ar c’han, ar sonerezh, an dañsoù hengounel ha chemet ar beizanted, an holl dalvoudoù-se a zo gwriziennoù ac’hanomp » a zispleg skipailh an aozerien. Ur c’hengej a vignoniezh. Reiñ a ra enor da Victor Froger ha Francis Ferron. An daou c’hoarier akordeoñs a zo a-orin deus bro Felger ha Coglais, int hag o deus silet levenez e kalzig balioù, prantadoù labour en ti-feurm ha darvoudoù eürus. Bremañ emaint war o leve met deuet int a-benn da dreuzkas o gouiziegezhioù d’ar sonerien yaouank dre an AFAP.

Diwar-vremañ e vez sonet en o enor an tonioù a Vreizh Uhel gant perzhidi ar genstrivadeg akordeoñs a-unan pe eilet. Un digarez evit dizoleiñ bep bloaz ar sonerien varrek nevez deuet. Un testeni eo al luc’hskeudenn-stroll, estlammus anezhi, graet a embannadur da embannadur. Hini ur pleustr war ar sonerezh-benveg hengounel a gendalc’h da vezañ treuzkaset a rummad da rummad.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Graet em eus an holl embannadurioù, war pep luc’hskeudenn-stroll emaon ‘gred din ! »

« An akordeoñs ? Plijadur an dud d’en em ziduañ eo. Ret eo dont a-benn da lakaat an dud da c’hoarzhin ha leñvañ hep komz… »

« Deus Chambellay (49) emaon o tont. Abaoe c’hwezek vloaz e sonan hag e teuan amañ evit ar bemzekvet gwech. Ar re all a selaouer ha kalz traoù a zesker digante. »

  • Assemblée du Prix Froger-Ferron 3
  • Assemblée du Prix Froger-Ferron 7
  • Assemblée du Prix Froger-Ferron 6
  • Assemblée du Prix Froger-Ferron 5
  • Assemblée du Prix Froger-Ferron
  • Assemblée du Prix Froger-Ferron 4