#

Brezhoneg

#

Brezhoneg

KINNIG

Ur redadeg a-eiladoù ez eo ar Redadeg, un darvoud poblek ha emouestlet. Treuzkas a ra ar rederien ur vazh-test, ur gemennadenn enni, hag a vez lennet da boent an degouezh. E 2008 eo bet loc’het gant an darvoud diwar skouer ar C’horrika e Bro-Euskadi, arouez « an treuzkas ur Brezhoneg bev, birvidik, leun a startijenn, ur yezh etre ar rummadoù hag ar c’horioù-bro », eme an aozerien.

Bep gwech eo ouzhpenn 15 000 den a vez o kemer perzh er redadeg-mañ a astenn war dost da 2 000km bep eil bloaz, o redek noz-ha-deiz war un tennad mat a hent a-dreuz ar 5 departamant. « N’eus ken met en darvoud a-bouez-mañ e c’hell pep hini diskouez e skoazell evit yezh ar vro dre ma c’hell heuliañ ar Redadeg kement ha ma kar », evel m’eo displeget gant ar skipailh aozerien. Lakaet e vez e gwerzh ar c’hilometradoù a vo redet gant an dougerien bazh-test, hag ingalet e vo ar gounidoù etre raktresoù a gas ar Brezhoneg war-raok, skolioù, mediaoù, magourioù, sinema, c’hoariva, c’hoarioù, levrioù, sport…

« Ul lazhiad a lak war-wel trivliadennoù a-stroll, kengred, laouen ha n’heller ket disoñjal. Gant ar ger-stur eo lakaet splann spered an darvoud : Brezhoneg ha plijadur ! »

  • Degouezh Redadeg 2016 3
  • Ar Redadeg - Redadeg2016 3
  • Lambal-Sant Brieg
  • Ar Redadeg - Redadeg2016 2
  • Ar Redadeg - Redadeg2016

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« GOURC’HEMENNOÙ ha un MERSI BRAS da skipailh an aozerien hag an holl dud a youl-vat o deus graet ma vefe eus ar Redadeg 2016 ur gouel brav-ker e servij Breizh ! »

« Hon AMZER DA ZONT !!! Bevet Breizh Unvan. »

« Ag er choéj! Mé zo ker koutant é uélet er fotoieu-man…. Fin er Redadeg e oe kazimant du-man er blé-man, mes mé zou-mé é bro-Gembré ha ne hellen ket dunet – na trist oen! Fiskal é gellet guélet er fotoieu ha santein un tammig el ma vehen bet ahont genoh »

« Gourc’hemennoù d’an holl ! Gourc’hemmenoù d’an holl aozerien ha rederien »

« Ugent kilometr kompez-digompez hep ehanañ dindan an heol kras evit ar paotr bihan gant an niverenn« km 378 » ! Fier-ruz omp gant e daol-kaer ! Mersi bras d’ar skipailhoù, d’ar familhoù ha d’ar rederien !Un devezh kaer eo bet ! »