#

Dañs

#

Fest Noz

#

Festival

#

Gallaoueg

#

Kanañ

#

Kontadennoù ha mojennoù

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

#

Dañs

#

Fest Noz

#

Festival

#

Gallaoueg

#

Kanañ

#

Kontadennoù ha mojennoù

#

Sonadeg

#

Sonerezh-benveg

KINNIG

M’eo ar Bogue d’or an digoll uhelañ da gaout e gourfenn Redon evit pep soner·ez, kaner·ez, konter·ez hengounel a Vreizh Uhel eo deuet ivez da vezañ ur mizvezh festoù a vloaz da vloaz. E miz Here, mizvezh ar c’histin e bro Redon, e vez enoret « ijin ar bobl », kejadenn ar c’han, ar c’hont, ar sonerezh, an dañs, met ivez ar gastronomiezh hag ar varzhoniezh… Ur glad sevenadurel ha poblek treuzkaset a rummad da rummad eo, atav war lusk ha leun a ijin. « Amañ emañ tost-tost an hengoun ouzh levezonioù nevez ha lies. Birvilh a zo, dizoleiñ a reer ha seniñ a ra ! » a lâr skipailh an aozerien hag a ginnig digeriñ dremmwelioù pell, en ur vont a-benn da stêr Gwilen.

Da notenniñ : la P’tite Bogue… la Bogue des Z’enfants a ginnig un devezh fest e miz Here, adalek pevar bloaz. D’ar programm : atalieroù, un arvest hag ur verenn vihan.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Biken ne c’hwitfen-se. Un endervezh brav kaer eo bewech ! »

« Poent bras eo din mont war an hent evit bezañ ganeoc’h ! »

« Chichi ebet, pailhourenn ebet, levenez nemetken ! »

  • La Bogue d’or 2
  • La Bogue d’or 12
  • La Bogue d’or 11
  • La Bogue d’or 10
  • La Bogue d’or 9
  • La Bogue d’or 8
  • La Bogue d’or 7
  • La Bogue d’or 6
  • La Bogue d’or 5
  • La Bogue d’or 4
  • La Bogue d’or 3