Fest Noz
Sonadeg
« Brudet e-touez dañserien ar gavotenn e talv an tamm-kreiz koulz hag ar bal pe ar baleu e dañsoù all. Klotañ a ra an anv-se dres gant kefridi hol lec’hienn a ginnig ur pont etre ar sonerien, ar ganerien, an aozourien hag an arvesterien. »
Pa vez afer dibab mont d’ur fest-noz pe d’ur fest-deiz en unan eus pemp departamant Breizh, pe pelloc’h c’hoazh, e Mec’hiko pe e Beijing – ur mil bennak a dud enni e miz Mae – e kaver kement tra a denn d’ar festoù-noz war Tamm-Kreiz… Ha muioc’h c’hoazh : kaout keloù diwar ar stummadurioù hag ar sonadegoù da zont, diwar ar sonerien, ar ganerien hag ar strolladoù sonerezh pa c’hell ar re-se merañ o adlec’h war-eeun el lec’hienn-se, fotoioù, videoioù hag all.
« Fest-noz, mutu ? Abadenn ar sadorn noz an hini eo, ha bec’h dezhi, ‘c’hellez krediñ ! Ar wech kentañ din oa gant ur gamaladez a gustume seniñ en ur bagad. Un eston e oa bet din gwelout kement-se a dud o tañsal dorn-ha-dorn… ha sonerezh kaer ouzhpenn-se ». Evel-se e tilezas Stefan Julou an hip-hop d’en em dreiñ d’ar festoù-noz e deroù ar bloavezhioù 2000. « En em soubañ, n’eus mann ebet gwelloc’h evit deskiñ. Sellout a raen ouzh an hini a seblante din bezañ mailh, oc’h en em blasañ a-fas outañ ha klask ober e-gistañ, ma daouarn da gentañ,… ha ma zreid d’o heul ».
Gantañ e garnedig en e chakod e krogas da skrivañ kement darvoud a oa da zont, an deiziadoù, al lec’hioù hag ar strolladoù ; ken brav ha ken munut ken ne veze tapet berr gwech ebet war e sujed. E 2001 e voe pedet gant Jérôme Floury da rannañ e skiant gant an holl war ar genrouedad. Hag an daou gomper, harpet gant tud a-youl vat da reiñ lañs da Tamm-Kreiz, lec’hienn internet ar festoù-noz.
O fal : embann un deiziataer a c’heller kaout fiziañs ennañ, diwar ar c’heleier bet kaset war-eeun gant an aozourien… a zeuas, a vloaz da vloaz, da vezañ gwir kenlabourerien pep ma teue al lec’hienn da vezañ ur benveg hollret, dre ma c’helle ar re-se dibab ar gwellañ deiziad da aozañ o darvoud.
Trawalc’h eo gant ur stokig evit sellet ouzh deiziataer ar festoù-noz, evit resev kemennadennoù diouzh an dibab diwar lec’h, strollad pe deiziad-mañ-deiziad, evit respont d’un embannadenn pe evit kaout ur plas dre genweturiñ. Emezelañ a c’heller ober avat, kement ha degas skoazell d’ur raktres kevredigezhel, mennet ec’h oberourien da gas sevenadur Breizh war-raok.
Pa gustum Tamm-kreiz teurel ur sell a vras ouzh kement-tra a denn d’ar festoù-noz e teu da vezañ koulz hag un arsellva ouzh Breizh a-bezh, gouest da vuzuliañ emdroadur ar pleustr poblek-mañ a vloaz da vloaz, kartoù ha diagramoù e-leizh ennañ. Evel-se e ouier emañ 40% eus aozourien ar festoù-noz, wel-wazh, izili ur gevredigezh eus emsav sevenadurel Breizh pa n’eo stag 30% anezhe e mod ebet ouzh sevenadur ar vro. Evit ar re sot gant ar festoù avat, 45 % anezhe a ya di bep sizhun ha 40 % ur wech ar miz.
N’emañ ket ar gevredigezh Tamm-Kreiz en arvar d’en em gavout war ar sec’h ‘at…
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016