C'hoarioù & sportoù
« C'hoarioù e-leizh a gaver e Breizh, rak miret hon eus ur sevenadur a blijadur, an hini da c'hoari holl asambles, bras ha bihan. »
renerez ar FALSAB
Da Veurlarjez war blasenn an iliz e Gwerliskin, etre an Arvor hag an Argoad, en em gav gwazed ar gumun da gemer perzh e kampionad ar bed Bouloù pok. Krouet e oa bet an tournamant-se gant person ar barrez e 1656 evit habaskaat an darempredoù etre ar baotred. Diwar neuze, da lavarout eo abaoe tri c’hantved, e vez aozet bep bloaz ar c’hampionad-se. Daou skipailh a stourm an eil enep egile : re an norzh– ar re a sko dor o zi eus tu an norzh – enep re ar su – a sko dor o zi eus tu ar c’hreisteiz. Gant ar c’hoarierien e vez stlapet un hanter granenn graet e beuz, enni un tamm plom teuzet, hi da gouezhañ an tostañ ar gwellañ eus ar « mestr ». Hag evel-just e vez farsadennoù ha c’hoarzhadegoù forzh pegement !
Ar c’hoari-se, hanterhent etre ar bouloù hag ar paledoù, a zo bremañ unan eus ar c’hoarioù hengounel renablet gant kengenrouedad ar c’hoarioù hag ar sportoù hengounel e Breizh.
« Renket eo bet c’hoarioù hengounel Breizh e pevar rummad : ar c’hoarioù nerzh, kilhoù, bouloù ha paledoù », a zispleg Peggy Liaigre, renerez ar FALSAB.
Ar c’hoarioù bouloù ha paledoù a ra berzh e Breizh. « Ar c’hoari paledoù war ur plankenn a zeu eus korn-bro Roazhon ; skignet eo bet kazi holl gleuboù Breizh ha plijout a reont d’ar re vihan koulz ha d’ar re vras. Ar c’hoari bouloù breizhat a zo evel ar petank e Marsilha, c’hoariet e vez dreist-holl e Mor-Bihan hag e Aodoù-an-Arvor hag ivez war harzoù departamantoù Ill-ha-Gwilen ha Penn ar Bed », eme ar renerez.
Evit bezañ anavezet evel ur c’hoari hengounel ez eo ret diskouez e berzhioù-mat : « Pleustret a gozh, un hanter-kant vloaz d’an nebeutañ. » Ur poent all : « Ne ijiner reolenn nevez ebet , met treuzkas a reomp ar reolennoù a-benn lakaat anezho da badout evit chom hep koll talvoudegezh ar c’hoari, zoken ma vezont cheñchet gwech ha gwech all e diabarzh ar c’hleuboù », a zispleg ar renerez.
Evelato ma chom heñvel doareoù diavaez ar c’hoarioù e c’hell o reolennoù bezañ disheñvel hervez al lec’h ma vezont c’hoariet, hag a-wechoù etre ar c’humunioù nesañ zoken. Da bep lec’h e c’hoari ! « C’hoarioù zo a zo aet da heul an amzer. Gwechall da skouer, e veze c’hoariet paledoù war al leur gant mein plat hag hiziv an deiz e vez c’hoariet gant paledoù potin. ». Kement-se a ziskouez mat pinvidigezh ur pleustr birvidik-kenañ, a verz ar renerez.
Alies e vez goulennet digant ar FALSAB, ur pol a bled gant ar c’hoarioù hag ar sportoù breizhat, alioù evit kompren c’hoari-mañ c’hoari : « tud hag a zo en o c’herz ur c’hoari kozh-tre ha n’anavezont ket an anv nag ar reolennoù, pe tud n’anavezont nemet an anv ha netra ken, peogwir e veze treuzkaset ar reolennoù dre gomz nemetken. Ober a reomp neuze enklaskoù e-touez hon izili ». Setu aze un doare da zizoleiñ eilstummoù ankounac’haet hag a zeuio da vezañ glad an holl.
« Ar c’hoarioù-se n’int ket deomp-ni hepken ! Evit ledanaat o zachenn e reomp abadennoù kehentiñ gant hon izili, e savomp raktresoù pe e aozomp abadennoù », a zispleg deomp ar renerez. Kas war-raok pleustr ar c’hoarioù hengounel-se da geñver emgavioù plijus hag evit tud a bep oad, harpañ an holl gengevredigezhioù ha frammoù a bleustr warno, sed aze pal pezh ar c’hevredigezhioù ezel eus ar FALSAB.
Gant ar youl da dreuzkas d’ar re yaouankañ an doareoù hengounel da c’hoari e kemer perzh ar FALSAB er mareoù troskol hag en oberezhioù pedagogel ar skolioù… « pourchaset hon eus da skouer c’hoarioù breizhek da skolioù Diwan Breizh ha da unvaniezh sportel skolioù ar c’hentañ derez, an USEP. Kinnig a reomp ivez c’hoarioù da feurmiñ en un dek lec’h- eskemm bennak ».
Ouzhpenn-se e vez embannet levrioùigoù gant ar FASALB, gwerzhet marc’had-mat : « Da skouer, un den tik gant c’hoarielloù diwar ar maez en deus goulennet sikour diganeomp. Embannet hon eus ugent fichenn da ziskouez penaos fardañ anezho gant ur gontell. A-bouez eo evidomp reiñ reolennoù ha ment ar c’hoarioù a-benn broudañ an dud dornet mat d’o seveniñ ».
Pal ha c’hoant ar FALSAB a zo reiñ buhez ha broudañ ar c’hoarioù hengounel, lakaat ar c’hoarioù da vezañ anavezet er bed a-bezh ; setu perak ez eus bet kaset da vinistrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ un teuliad da c’houlenn bezañ enskrivet war roll an oberezhioù-gwarediñ gwellañ an UNESCO.
Goude ur galv da raktres ha bet dibabet gant Rannvro Breizh hag evit bezañ a-wel d’an holl, eo aet ar c’hengevredad d’en em staliañ e ti-skluz Hilvern, war ribl ar Ganol Naoned-Brest, e Sant-Goneri : « E miz Mae 2017 e tigorimp un dachenn dudi gouestlet d’ar c’hoarioù breizhek gant ar youl da reiñ d’ar muiañ a dud an tu da zizoleiñ ar glad sevenadurel dizanvezel, glad ar stêrioù hag hini ar savadurioù ». A-hed ar bloaz a zeu e c’hello an dud a bep oad en em ziduañ en ur c’houdorenn a 2500m2. Da vezañ kendalc’het…
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016