Festival
« Ur glad bev eo ar pezh a dremen etre a rummadoù a ra buhez anezhañ hag a zegas nevezinti en ur chom feal outañ. Sonerezh ar bobl eo a vez treuzkaset, unan plijus da selaou. Keit ha ma vo tud yaouank bamet dirak ar sonerezh-se e vo gounezet ! »
Renerez Sonerion
« Ur sonerezh fentus eo. Selaou anezhi a ra plijadur vras din » a lavar ur Gebekadez er festival Juste pour rire, en ur zizoleiñ bagad Melinerion a vro Gwened war plasenn an Arzoù e Montréal. Adanvet eo bet ar blasenn gant anv ar sponsor, mererezh Kebekat brudet ar c’hoarioù, hag ar sonerien el linenn gentañ o tougen war o chupenn c’hlas logo ken brudet ar merk roudennet Breizhat ! Ur marketing ensammet hag ur birvilh digredus evit dalc’herien priz Incroyable talent 2015, un abadenn skinwel heuliet gant 10 milion a arvesterien.
Sponsorañ, mesenerezh, skinwel gwirvoud… sonerezh hengounel nevesaet… tud yaouank ar bagad o deus kemeret ar bazh-test a-greiz kalon. Hag evit ar re a zo o tizoleiñ kreñvded sonerezh ur strollad breton n’eus nemet leuskel ar burzhud c’hoarvezout. Amañ emañ kreñvded al luskad sonerezh-se, bet lañset diwar patrom ar pipe-bands war-lerc’h an Eil brezel bed, gant ar re a rae ar skrivagner Per Jakez Helias « ar c’hwec’h Mouskeder » anezhe. Diverraet e vez spered skipailh an araogourien-se gant lavaroù ur soner yaouank : « Krouet eo bet Bagad Melinerion en 1954 evit ober war-dro ar yaouankiz ha beajiñ… Ar re a zo bet o teskiñ a ra, war-lerc’h, tro-dro d’an dutorerezh pe a skriv sonerezh ».
En ur grouiñ Bodadeg ar Sonerion, pe BAS, en 1946, ar strollad c’hwec’h den a lakae da zasseniñ pevar verb : « talvoudekaat en-dro skeudenn ar soner hengounel breton, saveteiñ ha reiñ lusk en-dro er c’hrouiñ sonerezh e Breizh, kevreañ ar boblañs tro-dro da lorc’h hec’h identelezh ».
Tro dek vloaz ha tri-ugent war-lerc’h eo deuet bagad Melinerion da vezañ arouez ar bed-se er mediaoù : hini kant hanter-kant bagad ha dek mil soner·ez. Ur meizad ezporzhiet deus New-York betek bro Liban. « Ouzhpenn hanter hon izili a zo yaouankoc’h eget 20 vloaz » a lavar Vonig Fraval, renerez Sonerion, anv nevez kevread broadel ar bagadoù. Bezañs ur vaouez e penn an traoù a ziskouez ur wech c’hoazh an dro bet kemeret gant ar c’hevread broadel e-pad ar bloavezhioù 80 : digeriñ ar bagadoù d’ar maouezed. Hiviziken int un drederenn deus izili ar bagadoù.
Ur perzh all bet lakaet war wel gant ar renerez : « Amañ eo kreñv-tre al liamm etre ar rummadoù. Ne vern o oad, ar sonerien·ezed a vez stummet a-gevret ha pleustriñ a reont a-stroll. Peadra da skoulmañ liammoù kreñv ha derc’hel bev an treuzkas war un dekvloaziad d’an nebeutañ en ur bagad ». Tri filer ar c’hevread a zo : ar stummadur hag an treuzkas, ar c’hrouiñ ha skignadur arvestoù gwellañ ar bagadoù. Graet e vez war-dro gant ar gevredigezh ad hoc Son Ha Dañs. Gouzout a oaront mat ar programmourien : gwarantet eo an arvest ! N’eo ket skornet ar sonerezh-se ha laosket e vez plas ha frankiz d’ar c’hempennadurioù, d’ar binviji nevez evel ar vombard boud, diwar intrudu bagad Melinerion, pe c’hoazh d’ar c’hejañ ha d’an eskemm gant doareoù sonerezh all. Menegomp Bagad Sant-Nazer hag ar Gnawas a Agadir, Fest rock Bagad Kemper, Cuba y Breizh gant Bagad Saozon Sevigneg, pe c’hoazh ar Bagad Istanbul gant Bagad Penharz.
Ur mestroniañ teknikel uhel a vez gortozet. Gwir lidoù tremen int kenstrivadegoù Kampionad Breizh, hag int da vezañ pal an holl strivoù bet graet a-hed ar bloaz gant ar bagadoù evit bezañ urzhiet e pemp rummad. Hag an dud da zont. Menegomp ar 35 000 kennask gwiaderien e-pad abadennoù adskignañ troiadoù kampionad ar bagadoù kentañ rummad war bretagne.france3.fr.
Maget e vez al live arzel uhel gortozet gant ur gwriziennañ don. E-kreizig kreiz ar stummañ hag an treuzkas emañ ar sonerezh hengounel, ha pa vefe dre ur c’hevelerezh gant Dastum pe gant embannadurioù Sonerion. Menegiñ ar gelaouenn Ar Soner pe an Tonioù Breizh Izel a c’haller ober. Bodañ a reont miliadoù a donioù ha kanaouennoù hengounel eilet gant skridoù-sonerezh, frouezh dastum Polig Montjarret. P’int niverus ar stajoù aozet gant ar c’hevread, evit donaat ec’h anaoudegezh war teroer-mañ-teroer da skouer, e chom nerzh ar bagadoù er stummadur diazez a vez kinniget gant kelennerien diplomet, skoazellet gant tud a-youl vat hag a skiant-prenet, er bagadigoù ha bagadiganoù evit an deskidi, hag e diabarzh pep bagad da-heul. « Brasañ skol sonerezh Breizh omp gant 4500 deskard tamm-pe-damm » a lavar ar renerez. Diwar-vremañ e vez anavezet gant an anv Skol Muzik Sonerion ha kinnig a ra stummadurioù adalek 8 bloaz ha war Breizh a-bezh evit ar pevar benveg pouezusañ en ur bagad : ar vombard, ar binioù bras, an daboulin, hag ar binioù kozh, binioù hengounel Breizh Izel.
Koulskoude e ranker chom war evezh atav : « Ma kaver eizh bagad e Kemper e chom c’hoazh tachennoù hep bagadoù, daoust d’an danvez a zo du-se. Alies a-walc’h e tenn d’ur youl bolitikel, evit kaout ul lec’h ha gellout pleustriñ da skouer » a zispleg ar renerez. Ar rouedad-se a zo frouezh ul labour stroll bet kaset da benn gant hollad ar c’hevreadoù departamant douget gant startijenn tud a-youl vat, harpet gant Sonerion, ar c’hevread broadel, skoazell kehentiñ ha kenurzhierez. E-kichen e kendalc’h Sonerion da souten pleustr ar sonerezh hengounel gant ar sonerien daou-ha-daou, en ur gemer perzh evit kenaozañ Kampionad Breizh ar sonerezh ha dañs hengounel a vez dalc’het e c’hourfenn bep bloaz e Gourin, gant un daou-ugentad daouad sonerien dibabet e-touez ouzhpenn 250 hini bet war ar renk.
Gouzout a ra Sonerion penaos reiñ korf d’e lugan : Ar soner a zo arouez Breizh bev.
Christine Barbedet – miz Ebrel 2016