#

Fest Noz

#

Fest Noz

KINNIG

E Poullaouen eo ar gavotenn, pe an dañs-tro, un dañs a-stroll a veze graet, er penn kentañ, war ar maez goude al labourioù er parkoù hag evit an darvoudoù a-bouez. En un dro pe en ur chadenn serret en em gave an dañserien·ezed evit ur prantad distanañ laouen, gant kanerien·ezed kan-ha-diskan, anezhañ ur stumm kozh deus ar c’han eilet.

E deroù ar bloavezhioù 1950 en deus Loeiz Ropars ar soñj da lañsañ en-dro ar gejadenn-se, festus hag hengounel, bet dilaosket abaoe un nebeud dekvloaziadoù. Ar fest-noz « modern » en deus krouet a zo anezhañ arouez Breizh hiziv an deiz. Ur pleustr bev buhezek hag adsoñjet dizehan, bet degemeret en 2012 war Roll-skouer Glad sevenadurel dizanvezel Mab-den an UNESCO. Miliadoù a zañserien·ezed en em gav e-giz-se er sal pe en diavaez evit dañsal war tonioù ar ganerien·ezed, sonerien·ezed ha strolladoù sonerezh hengounel.

E Poullaouen e vez dalc’het bev hengoun ar fest-noz hag ar gavotenn gant ar gevredigezh « Dañs-tro » a ouestl dezhi, bep bloaz, un dibenn-sizhun a-bezh e miz Gwengolo. Nozvezh ar Gavotenn, aozet war pevar devezh, a zesach ouzhpenn ur miliad tud sot ganti pe kurius hag a vev en un doare boutin ha laouen an dañs hengounel hag arouezius-se.

SELL AN DUD OUZH AN DARVOUD-MAÑ

« Ma gwalc’h a gavotenn ? Biken ! Gavotenn betek an treant. Dañs Breizh ma ‘z eus unan, an hini meneget gant an holl. »

« Kentañ gwech er bed : gavotenn… met dour… un akwa gavotenn… Ar Vreizhiz a zo foll ! »

  • La Nuit de la Gavotte 2
  • La Nuit de la Gavotte 7
  • La Nuit de la Gavotte 6
  • La Nuit de la Gavotte 5
  • La Nuit de la Gavotte 4
  • La Nuit de la Gavotte 3