#

Brezhoneg

#

Dañs

#

Kanañ

#

Brezhoneg

#

Dañs

#

Kanañ

KINNIG

Ganet eo bet ar C’han ar Bobl un daou-ugent vloaz bennak zo evit talvoudekaat ar sonerezh hag an hengoun kanet ha kontet e broioù Breizh. Miliadoù a sonerien·ezed, kanerien·ezed ha konterien·ezed a vez pedet bep bloaz evit rannañ, eskemm ha treuzkas an hengoun-se, atav ken bev buhezek.

En ur prantad kentañ e skign ar C’han ar Bobl war Breizh a-bezh dre an tolpadoù bro, ha gant ur bazenn e Pariz. Gante e vez dibabet peseurt kanerien·ezed, sonerien·ezed ha konterien·ezed a zileurio o bro er Gourfenn e Pondi.

Ar prantadoù kreñv-se e vez aozet gant kevredigezhioù gwriziennet mat en o bro. Reiñ a reont tro da rannañ hag eskemm diwar-benn ar glad dre gomz e brezhoneg hag e gallaoueg. An darvoudoù-se a lak ar rummadoù da vont e darempred hag eskemm an eil gant egile, ha dalc’herien an hengoun da dreuzkas o gouiziegezhioù, hag ar re yaouank da selaou, da gompren ha da lakaat da vevañ ar c’hont, ar c’han ha sonerezh Breizh. Ur birvilh eo a vag dizehan startijenn an hengoun dre gomz ha rikted ar c’hrouiñ.

SELL AN DUD OUZH AR DARVOUD-MAÑ

« Ar c’henstrivadegoù a zo arnodvaoù a c’hall levezoniñ sonerezh Breizh ! » Bernard Hommerie

« Ouzhpenn difenn ar sevenadur lec’hel eo, difenn sevenadur mab-den a-bezh ne lavaran ket. » Pierre Le Padellec