Div ziskouezadeg valeant a vez kinniget gant Bretagne Culture Diversité d’ar frammoù ha strollegezhioù. Gouestlet int d’ar glad sevenadurel dizanvezel ha d’al liesseurted sevenadurel. Kinniget e vezont evit skoazellañ an aozadurioù a glask lakaat war wel ha skignañ pinvidigezh ar GSD breizhat – diazez al liesseurted sevenadurel – e-touez o arvesterien.
Kinnig a ra Bretagne Culture Diversité un diskouezadeg valeant gouestlet d’ar glad sevenadurel dizanvezel, evel ar sonerezh, an dañs, ar c’hontadennoù, ar c’hoarioù hag ar sportoù hengounel, gizioù ar bobl liammet ouzh ar plant pe c’hoazh ar fest-noz…
Dre ar perzhioù-se eus ar glad e tizolooc’h (en-dro) pinvidigezh ha liesseurted sevenadurel Breizh, bev buhezek hag oc’h en em adneveziñ bepred. Gant an diskouezadeg-se e c’haller tostaat ouzh Breizh hag he glad en ur brederiañ diwar-benn ar pleustroù sevenadurel : pegen bev int, penaos int gwriziennet er pemdez, pegiz int treuzkaset hag azasaet ouzh ar gevredigezh a-vremañ.
Leun a skeudennoù ha sonioù eo an diskouezadeg. Lakaat a ra war wel un dastumad testenioù graet gant dalc’herien ar glad bev-se : digorit mat ho taoulagad hag ho tivskouarn ha kit da gejañ ouzh pinvidigezhioù sevenadurel Breizh !
[Sellout ouzh stumm niverel an diskouezadeg]
Hiziv eo splann unelezh an denelezh, ken splann hag he liesseurted, ne c’hall ket bezañ adlakaet e kont. En e Zisklêriadur hollvedel war al liesseurted sevenadurel (2001) e lak an Unesco al liesseurted sevenadurel da vezañ ur perzh eus glad hollek an denelezh, anezhi da vezañ « evit an denelezh » « ken rekis hag ar bioliesseurted e-barzh urzhiad ar beved ».
Gant an diskouezadeg valeant Breizh & Liesseurted, kinniget gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité, omp lakaet da soñjal e-barzh an doareoù disheñvel da welout al liesseurted sevenadurel hag ar gwirioù sevenadurel, un tem a-vremañ ma ‘z eus unan, en ur dremen dre goulennoù e-giz an arallded, an identelezhioù lies pe c’hoazh an etik.
An diskouezadeg teiryezhek-se a implij kalz skeudennoù ha sonioù aozet e lodennoù tematek evel ar fest, ar yezhoù, an dremmwelioù pe ar gastronomiezh, ha pediñ a ra an neb a fell d’en em soñjal diwar-benn pinvidigezh ur bed lies, en ur lakaat ho skiantennoù war zihun.
Titouroù ha mirout
Soizick AUBRY
saubry@bcd.bzh / 02.30.17.08.36